Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Efeziz 6:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Ha c’hwi mistri, grit en hevelep doare en o c’heñver ha dilezit ar gourdrouzoù, o c’houzout hoc’h eus ivez evelto ur Mestr en neñv, ha dirazañ n’eus van ebet eus diavaezioù an dud.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

9 Ha c’houi, mistri, grit ar memeus tra en ho c’henver, ha lezit ar gourdrouzou, o c’houzout penaos hoc’h euz evel‐d’he eur Mestr en env, ha penaos, dirazhan, n’euz preferans evit den e‐bed.

Ver Capítulo Copiar




Efeziz 6:9
40 Referencias Cruzadas  

Ha koulskoude hor c'hig a zo evel kig hor breudeur, hag hor mibien evel o mibien. Ha setu e lakaomp hor mibien hag hor merc'hed da vezañ sklaved, ha dija darn eus hor merc'hed a zo sujet, hag ez omp dic'halloud, rak hor parkeier hag hor gwini a zo da dud all.


Piv a ra van ebet eus ar re vras, ha n'anavez ket ar pinvidig muioc'h eget ar paour? Rak ez int holl oberoù e zaouarn.


An den a zo fall e deod ne vo ket startaet war an douar, ha diwar-benn an den taer, an droug a redo war e lerc'h hag en diskaro.


Mar gwelez en ur proviñs ar paour gwasket, an eeunder hag ar reizhder gwallet, na vez ket souezhet. Rak un den a zo savet uheloc'h eget an hini a zo uhel, hag a daol evezh outañ, ha bez' ez eus reoù uheloc'h egeto c'hoazh.


Kounnaret e oan a-enep va fobl, disakret em eus va hêrezh, o lakaet em eus etre da zaouarn, ne'c'h eus ket bet truezus en o c'heñver, lakaet ec'h eus da yev da bouezañ pounner war an den kozh,


Bremañ eta mard oc'h prest, kerkent hag e klevot son ar c'horn, ar c'hleron, ar gitar, al lourenn, an delenn, ar binioù, ha pep seurt binvioù-seniñ, e stouot hag ec'h azeulot an delwenn am eus savet. Met ma n'azeulit ket, raktal e viot taolet er fornez-dan grizias. Ha petore doue a zieubo ac'hanoc'h eus va dorn?


Ha piv bennak na stouo ket ha n'azeulo ket, a vo raktal taolet en ur fornez-dan grizias.


Ne heskini ket da nesañ ha ne laeri ket anezhañ. Gopr an devezhour ne chomo ket ez ti betek an deiz war-lerc’h.


Hag e tostain ouzhoc'h evit ar varnedigezh, hag ec'h hastin testeniañ a-enep ar sorserien, a-enep an avoultrerien, a-enep ar re a dou e gaou, ar re a zalc'h gopr al labourer, a wask an intañvez hag an emzivad, a noaz d'an diavaeziad, ha na zouj ket ac'hanon, eme AOTROU an armeoù.


E vevelien, o vezañ aet dre an hentoù, a zastumas kement a gavjont, mat ha fall, ha sal an eured a voe leuniet gant tud ouzh taol.


Neuze e lavaras d’e vevelien: An eured a zo prest, met ar re a oa bet pedet dezhi ne oant ket dellezek anezhi.


Met mar d-eo drouk ar mevel-se ha ma lavar en e galon: Va aotrou a zale da zont en-dro,


hag e tispenno anezhañ hag e roio dezhañ e lod gant ar bilpouzed. Eno eo e vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.


Kement tra a fell deoc’h e rafe an dud deoc’h, grit eta anezhañ dezho, rak-se eo al lezenn hag ar brofeded.


Ar pezh a fell deoc’h e rafe an dud deoc’h, grit ivez kement-se dezho.


Va c’hervel a rit Mestr hag Aotrou, ha gwir a lavarit rak bez’ ez on.


Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras: Anavezout a ran e gwirionez penaos Doue ne ra van eus diavaez an den,


Rak Doue ne ra van ebet eus diavaezioù an dud.


da Iliz Doue a zo e Korint, d’ar re a zo bet santelaet e Jezuz-Krist, galvet da vezañ santel, gant ar re holl a c’halv e pelec’h bennak e vefent anv an Aotrou Jezuz-Krist, o Aotrou hag hon hini:


Rak an hini a oa bet galvet en Aotrou pa oa sklav a zo frankiziad an Aotrou. En hevelep doare an hini a oa bet galvet pa oa frank a zo sklavour Krist.


Rak an AOTROU ho Toue eo Doue an doueoù had Aotrou an aotrounez, an Doue bras, galloudek ha spontus, na ra van ebet eus diavaezioù an dud ha na gemer ket a zonezon,


Met an hini a labour gant dislealded a resevo hervez e zislealded, ha n’eus van ebet eus diavaezioù an dud.


Mistri, roit d’ho mevelien ar pezh a zo reizh ha leal, o c’houzout penaos hoc’h eus ivez ur Mestr en neñvoù.


rak ar varn a zo hep trugarez evit an hini n’en deus ket bet trugarezus. Met an drugarez a sav dreist ar varn.


Mar peurc’hrit al lezenn roueel hervez ar Skritur: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan, e rit mat,


Setu, gopr al labourerien o deus medet en ho parkeier hag hoc’h eus dalc’het a gri, ha kriadennoù ar vederien a zo deuet betek divskouarn Aotrou an armeoù.


Samuel a lavaras: Pa oas izel ouzh da zaoulagad, ha n'out ket deuet da benn war veuriadoù Israel, ha n'en deus ket da olevet an AOTROU da roue war Israel?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos