Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Efeziz 6:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 o c’houzout penaos pep hini, pe sklav, pe frank, a resevo digant an Aotrou hervez ar mad en devo graet.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

8 o c’houzout penaos pep hini, pe hen a zo esclav, pe hen a zo den libr, a recevo digant an Aotrou hervez ar mad hen devezo great.

Ver Capítulo Copiar




Efeziz 6:8
20 Referencias Cruzadas  

An hini drouk a ra ul labour a douell anezhañ, met d'an hini a had ar reizhder eo roet ur gopr asur.


Rak a-dra-sur ec'h echuo mat an traoù ganit, ha da c'hortoz ne vo ket touellet.


Gwalleur d'an hini fall! Gwalleur! Rak dastum a raio gopr e zaouarn.


Rak Mab an den a dle dont e gloar e Dad gant e aeled, ha neuze e roio da bep hini hervez e oberoù.


Respont a rejont dezhañ: Dre n’en deus den ebet gopret ac’hanomp. It ivez da’m gwinieg, emezañ, hag e resevot ar pezh a vo reizh.


en em laouenait ha tridit gant levenez, rak ho kopr a vo bras en neñvoù; rak evel-se eo bet gwallgaset ar brofeded a zo bet araozoc’h.


Lakait evezh na rafec’h hoc’h aluzen dirak an dud evit bezañ gwelet ganto, anez n’ho po ket a c’hopr digant ho Tad a zo en neñvoù.


evit ma vo da aluzen graet e-kuzh, ha da Dad hag a wel e-kuzh, en rento dit dirak an holl.


hag e vi eürus dre ma ne c’hellont ket e rentañ dit. Rak rentet e vo dit en adsavidigezh ar re reizh.


Met karit hoc’h enebourien, grit vad ha prestit hep gortoz netra, hag ho kopr a vo bras, ha c’hwi a vo mibien an Uhel-Meurbet, abalamour ma’z eo mat e-keñver ar re zizanaoudek hag ar re fall.


Badezet omp bet holl en ur Spered hepken evit bezañ ur c’horf hepken, pe Yuzevien, pe Gresianed, pe sklavourien, pe tud frank, hag holl hon eus bet douraet en ur Spered hepken.


Rak ret eo deomp holl mont dirak lez-varn Krist, evit ma resevo pep hini hervez ar mad pe an droug en devo graet o vezañ en e gorf.


N’eus ken na Yuzev na Gresian, n’eus ken na sklavour na den frank, n’eus ken na gwaz na gwreg, rak holl emaoc’h unan e Jezuz-Krist.


Amañ n’eus na Gresian na Yuzev, na den amdroc’het na diamdroc’h, na barbar na Skutad, na sklavour na den frank, met Krist a zo holl hag en holl.


o c’houzout penaos e resevot digant an Aotrou gopr an hêrezh, rak e servijit Krist an Aotrou.


Met an hini a labour gant dislealded a resevo hervez e zislealded, ha n’eus van ebet eus diavaezioù an dud.


Na zilezit ket eta ho fiziañs, ur gopr bras a vo ganti.


o priziañ mezhegezh Krist evel ur binvidigezh brasoc’h eget teñzorioù Bro Ejipt, rak gwelout a rae ar gopr.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos