Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Daniel 4:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 a oa kaer he delioù ha fonnus he frouezh, gant boued warni evit an holl, en em lakae dindani loened ar parkeier, hag a oa o chom en he brankoù laboused an neñv,

Ver Capítulo Copiar




Daniel 4:21
8 Referencias Cruzadas  

Eno eo e ra al laboused o neizhioù, ar siprez eo chomlec'h ar c'hwibon.


War venez uhelañ Israel e plantin anezhañ. Hag e vounto skourroù hag e tougo frouezh hag e teuio da vezañ ur sedrezenn kaer. Laboused a bep pluñv a chomo dindani; e skeud he brankoù e teuint da chom.


Holl laboused an neñvoù o deus neizhiet en he skourroù, holl loened ar parkeier o deus kolenet dindan he barroù, hag holl vroadoù bras o deus bet o chom ouzh he skeud.


Lakaet en deus etre da zaouarn mibien an dud, loened ar parkeier, ha laboused an neñvoù e pep lec'h ma'z emaint o chom, ha graet en deus dit ren warno. Te eo ar penn en aour.


Ar wezenn-se a oa deuet da vezañ bras ha kreñv, hag he lein a stoke ouzh an neñvoù, hag e veze gwelet eus pennoù an douar holl.


Ar wezenn ac'h eus gwelet, deuet da vezañ bras ha kreñv, a stoke he lein ouzh an neñvoù, a veze gwelet eus an douar holl,


te eo, o roue! Te hag a zo deuet da vezañ bras ha kreñv, da vraster en deus kresket betek stekiñ ouzh an neñvoù, ha da ren en em astenn betek pennoù an douar.


Heñvel eo ouzh ur c’hreunenn sezo a gemer un den hag a laka en e liorzh. Hag e kresk, e teu da vezañ ur wezenn vras hag e teu laboused an neñv da chom en he brankoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos