Brañsellet em eus ar broadoù gant trouz he lamm, pa em eus he zaolet da lec'h ar marv gant ar re a ziskenn d'ar poull. Hag holl wez Eden, ar re wellañ hag an dibab eus al Liban, an holl oc'h evañ dour, a voe frealzet e donderioù an douar.
Setu, Asiria a zo bet evel ur sedrezenn eus al Liban, gant skourroù kaer ha delioù stank o reiñ disheol; bez' e oa uhel a vent, he beg o sevel e-kreiz skoultrigoù fetis.
a oa kaer he delioù ha fonnus he frouezh, gant boued warni evit an holl, en em lakae dindani loened ar parkeier, hag a oa o chom en he brankoù laboused an neñv,