Daniel 11:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
27 An daou roue o devo o c'halonoù o klask ober an droug, hag ouzh un hevelep taol e komzint gant touell. Met kement-se a chomo berr, d'ar c'houlz merket e vo un diwezh.
Lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Hag e raio berzh? An erer kentañ, ha ne ziframmo ket he gwrizioù, ha na droc'ho ket he frouezh evit ma tisec'hint? Holl zelioù e skourroù a zisec'ho, ha ne vo ket ezhomm eus ur vrec'h nerzhus nag eus kalz a dud evit he distagañ diouzh he gwrizioù.
D'an trede bloaz eus Kiruz roue Persia, ur gomz a voe diskuliet da Zaniel, a oa anvet Beltshazar. Ar gomz-se a zo gwirion, kemenn a ra ur stourm bras. Hag e komprenas ar gomz, hag ec'h intentas ar weledigezh.
Hag e-touez ar re boellek, hiniennoù a gouezho evit ma vint amprouet, glanaet ha gwennaet, betek amzer an diwezh, rak ne zeuio nemet d'an amzer merket.
Ha da vare an diwezh, roue ar c'hreisteiz a stoko outañ, met roue an hanternoz a zeuio en e enep evel ur barr-avel gant kirri, marc'hegerien ha listri niverus. Dont a raio war an douaroù, en em stlabezo evel ur froud hag e tremeno.
Neuze e teuas tost d'al lec'h ma oan, ha pa voe deuet e voen spontet hag e kouezhis war va dremm. Hag e lavaras din: Kompren, mab an den, rak ar weledigezh a zo evit amzer an diwezh.
Rak ar weledigezh a zo c'hoazh evit un amzer merket. Mont a ra d'he dibenn hep mar. Mard eo dilerc'hiet, gortoz anezhi, rak c'hoarvezout a raio a-dra-sur, ha ne zaleo ket.
abalamour m’en deus divizet un devezh ma tle barn ennañ ar bed gant reizhder, dre an den en deus diazezet. Roet en deus d’an holl ur brouenn sklaer a gement-se, en ur sevel anezhañ a-douez ar re varv.