Hazael a yeas diouzh Elizea hag a zeuas da gavout e vestr, a lavaras dezhañ: Petra en deus lavaret Elizea dit? Respont a reas: Lavaret en deus din: A-dra-sur ec'h adsavi!
Met e vibien a savo hag a zastumo ur maread bras a soudarded. Unan a yelo a-raok hag en em stlabezo evel ur froud o tremen hag o tont adarre, hag e tougo ar brezel betek e greñvlec’h.
Ha da vare an diwezh, roue ar c'hreisteiz a stoko outañ, met roue an hanternoz a zeuio en e enep evel ur barr-avel gant kirri, marc'hegerien ha listri niverus. Dont a raio war an douaroù, en em stlabezo evel ur froud hag e tremeno.
Ne gomzan ket ac’hanoc’h holl. Gouzout a ran ar re am eus dibabet. Met ret eo d’ar Skritur bezañ peurc’hraet: An hini a zebr bara ganin en deus savet e droad em enep.