Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ar Prezeger 8:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Gwelet em eus an holl draoù-se, ha lakaet em eus va c'halon da bep labour en em ra dindan an heol. Bez' ez eus un amzer ma ren an den war an den evit e walleur.

Ver Capítulo Copiar




Ar Prezeger 8:9
15 Referencias Cruzadas  

Mibien Sedesia a voe lazhet dirak e zaoulagad. Neuze e voe toullet e zaoulagad da Sedesia, hag e voe ereet gant chadennoù arem, ha kaset da Vabilon.


An doureier a zistroas eta hag a c'holoas kirri ha marc'hegerien holl armead Faraon a oa aet war-lerc'h an Israeliz er mor. Ne vanas hini anezho.


Sellet em eus ouzh kement a vez graet dindan an heol, ha setu, pep tra a zo avel ha poan spered.


Gwelet em eus al labour en deus roet Doue da vibien an dud evit e ober.


Gwelet em eus c'hoazh dindan an heol ez eus fallentez el lec'h gouestlet d'ar varn, hag ez eus fallentez el lec'h gouestlet d'ar reizhder.


Goude-se ez on en em lakaet da sellout ouzh an holl waskerezhioù a vez graet dindan an heol. Ha setu, ar re wasket a skuilh daeroù, ha n'o deus frealzer ebet. An nerzh a zo e tu ar re o gwask, met evito n'eus frealzer ebet.


Ur gwall-zroug am eus gwelet dindan an heol: pinvidigezhioù miret gant an hini o ferc'henn evit e walleur.


Rak evel ma ez eus avel en huñvreoù niverus, ez eus ivez kalz e komzoù niverus. Met douj Doue.


Mar gwelez en ur proviñs ar paour gwasket, an eeunder hag ar reizhder gwallet, na vez ket souezhet. Rak un den a zo savet uheloc'h eget an hini a zo uhel, hag a daol evezh outañ, ha bez' ez eus reoù uheloc'h egeto c'hoazh.


Lakaet em eus va c'halon da anavezout, da furchal ha da glask ar furnez hag an abegoù a bep tra, ha da anavezout drougiezh ar follentez ha diskiantegezh ar sotoni.


Ar gwaskerezh a ra diboellañ an den fur, hag an donezon a vrein ar galon.


Sihon, roue Hesbon, ne fellas ket dezhañ hol lezel da dremen dre e vro, rak an AOTROU da Zoue en doa kaletaet e spered ha reudet e galon, evit lakaat anezhañ etre da zaouarn, evel m'emañ hiziv.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos