Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ar Prezeger 8:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 An den n'eo ket mestr d'e spered evit gallout e zerc'hel, ha n'en deus galloud ebet war zeiz ar marv. N'eus diskarg ebet eus an emgann-se, hag an drougiezh ne zieubo ket ar re a berc'henno anezhi.

Ver Capítulo Copiar




Ar Prezeger 8:8
21 Referencias Cruzadas  

Rak a-dra-sur e varvimp, hag omp heñvel ouzh an doureier a red war an douar ha ne vez ket dastumet. Ha Doue ne lam ket e vuhez digantañ, met fellout a ra dezhañ tremen hep kas pell dioutañ an hini kaset kuit.


Mont a rejont war o lerc'h betek ar Jordan, ha setu, an holl hent a oa goloet a zilhad hag a draoù o doa taolet kuit ar Siriz en o buander. Hag ar gannaded a zistroas da zisklêriañ ar c'heloù-se d'ar roue.


Mard eo merket e zeizioù, niveret e vizioù dirazout, lakaet harzoù dezhañ na dremeno ket,


Ma ne daolfe evezh nemet warnañ e-unan, ma tennfe e Spered hag e c'hwezh,


Az pez soñj pegen berr eo va amzer, hag evit pebezh distervez ec'h eus krouet mibien an dud.


An AOTROU a zo en em roet da anavezout, graet en deus ar varnedigezh, an hini drouk a zo en em ereet e labour e zaouarn.  Seniñ-binvioù. Ehan


An den ne vo ket startaet dre ar fallagriezh, met gwrizienn ar re reizh ne vo ket brañsellet.


An hini drouk a zo diskaret en e zrougiezh, met an den reizh en deus esperañs en e varv.


Piv a oar hag-eñ e pign c'hwezh an dud d'an nec'h, hag-eñ e tiskenn c'hwezh al loened d'an traoñ en douar?


Met ne vo ket a eurvad evit an den fall, ha ne hiraio ket e zeizioù muioc'h eget ar skeudenn, dre ma ne zouj ket dremm Doue.


Rak an den n'anavez ket zoken e amzer; evel ar pesked a zo kemeret er gwall roued hag al laboused a zo tapet el las, evel-se eo ereet an dud en amzer ar gwalleur, pa gouezh warno a-daol-trumm.


Dre ma hoc'h eus lavaret: Graet hon eus emglev gant ar marv, graet hon eus marc'had gant lec'h ar marv, pa dremeno ar walenn o liñvañ ne dapo ket ac'hanomp, rak kemeret hon eus da repu an touell, kuzhet omp dindan ar gaou.


Hoc'h emglev gant ar marv a vo kaset da netra, ho marc'had gant lec'h ar marv ne zalc'ho ket; pa dremeno ar walenn o liñvañ, e viot flastret ganti.


Fiziet out ez trougiezh, ha lavaret ec'h eus: Den ne wel ac'hanon. Da furnez ha da anaoudegezh o deus da douellet, hag ec'h eus lavaret ez kalon: Me, ha nikun all ebet.


hadet eo en dizenor, adsevel a raio leun a c’hloar, hadet eo en dinerzhded, adsevel a raio leun a nerzh,


Rak, petra bennak ma’z eo bet staget ouzh ar groaz en dinerzhded, koulskoude ez eo bev dre c’halloud Doue. Ni ivez a zo dinerzh ennañ, met bevañ a raimp gantañ dre c’halloud Doue en ho keñver.


Hag evel ma’z eo ret d’an dud mervel ur wech, ha goude-se e teu ar varnedigezh,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos