5 Gwelloc'h eo klevout kroz an den fur eget klevout kanaouenn ar re ziskiant.
Ra skoio an den reizh warnon, kement-se a vo ur vadelezh din, ra c'hourdrouzo ac'hanon, kement-se a vo eoul war va fenn na zistroio ket, met bepred e pedin evitañ en e boanioù.
Kemeret em eus ivez ar sac'h evit gwiskamant, met bet on an abeg d'o goap.
An hini a zispriz ar gomz en em goll, met an hini a zouj ar gourc'hemenn a vo gopraet.
Ar baourentez hag an dismegañs a zeuio war an hini a daol kuit ar gelennadurezh, met an hini a selaou ar gourdrouz a vo enoret.
Ur rebech a zo efedusoc'h war an den poellek, eget kant taol war an amoed.
Pa reprener an den fur en deus ur skouarn sentus, ez eo evel ur walenn aour pe ur brageriz aour fin.
Leal eo ar goulioù graet gant ur mignon, met pokoù an enebour a zo touellus.
Rak ar gourc'hemenn a zo ul lamp, al lezenn a zo ur sklêrijenn, hag ar rebechoù mat da gelenn a zo hent ar vuhez,
Na repren ket ur goapaer gant aon na gasafe ac'hanout, repren un den fur hag e karo ac'hanout.
Komzoù ar fur a zo evel broudoù, dastumet int en un teskad evel tachoù plantet; roet int bet dre ur mêsaer hepken.
Kalon ar re fur a zo en ti a c'hañv, met kalon ar re ziskiant a zo en ti a levenez.
Gwelloc'h eo komzoù ar fur klevet e peoc'h eget kriadennoù roue ar re ziskiant.
Tamall ha kastizañ a ran ar re holl a garan. Az pez gred eta ha keuz.