Ar Prezeger 7:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned10 Na lavar ket: A belec'h e teu ma oa gwelloc'h an deizioù tremenet eget ar re a-vremañ? Rak n'eo ket dre furnez en em c'houlennfes kement-se. Ver Capítulo |
Gedeon a lavaras dezhañ: Siwazh, va aotrou! Mar emañ an AOTROU ganeomp, perak eta eo c'hoarvezet an holl draoù-se ganeomp? Pelec'h emañ an holl vurzhudoù o deus komzet hon tadoù diwar o fenn evel-henn: An AOTROU, ha n'en deus ket hol lakaet da bignat eus an Ejipt? Rak bremañ an AOTROU en deus hon dilezet hag hol lakaet etre daouarn ar Vadianiz.