11 Ar furnez a zo koulz hag un hêrezh; hag ez eus ur gounid diouti evit ar re a wel an heol.
Met pelec'h e vo kavet ar furnez? Pelec'h emañ ar poell o chom?
Lezenn da c'henoù a zo priziusoc'h din eget milieroù a bezhioù aour hag arc'hant.
Ar pinvidigezhioù a zo kurunenn ar furien, met sotoni an amoeded a zo atav sotoni.
rak gwelloc'h eo ar splet anezhi eget hini an arc'hant, hag ar gounid anezhi eget aour fin.
Priziusoc'h eo eget perlez, hag an holl draoù c'hoantus ne dalvezont ket anezhi.
Ar sklêrijenn a zo dous, ha plijus eo d'an daoulagad gwelout an heol.
Hag em eus gwelet he deus ar furnez ur gounid war ar follentez, evel ar sklêrijenn war an deñvalijenn.
Na lavar ket: A belec'h e teu ma oa gwelloc'h an deizioù tremenet eget ar re a-vremañ? Rak n'eo ket dre furnez en em c'houlennfes kement-se.