Met pa voe deuet galloudek, ez eo savet e galon evit e goll, hag e pec'has a-enep an AOTROU e Zoue. Mont a reas da dempl an AOTROU evit lakaat da vogediñ war aoter an ezañs.
Lazhañ un ejen a zo evel muntrañ un den, aberzhiñ un oan a zo evel terriñ chouk ur c'hi, kinnig un donezon a zo evel skuilhañ gwad ur pemoc'h, ober un eñvoradenn ezañs a zo evel bennigañ direizhder. Dibabet o deus o hentoù, hag o ene a gemer plijadur en o euzhusted.
Moizez a lavaras da Aaron: Kement-se eo ar pezh en deus disklêriet an AOTROU en ur lavarout: Santelaet e vin dre ar re a dosta ouzhin hag e vo roet gloar din dirak ar bobl. Aaron a davas.
Dre-se em eus kerkent kaset da’z kavout, ha mat ec’h eus graet o tont. Bremañ eta emaomp holl amañ dirak Doue, evit klevout kement holl en deus Doue gourc’hemennet dit.
Ar re-mañ o doa soñjoù uheloc’h eget re eus Tesalonike, hag e resevjont ar ger gant kalz muioc’h a vuander, o studiañ bemdez ar Skriturioù evit gwelout daoust hag e oa gwir ar pezh a lavared dezho.
Ha n’hoc’h eus ket ho tiez evit debriñ hag evit evañ? Pe e tisprizit Iliz Doue, hag e rit mezh d’ar re n’o deus netra? Petra a lavarin deoc’h? Ho meuliñ a rin? Ne veulan ket ac’hanoc’h evit kement-se.