3 hag e kavan eürusoc'h eget an eil re hag ar re all, an hini n'eo ket bet c'hoazh, ha n'en deus ket gwelet an oberoù fall a vez graet dindan an heol.
Laouen e vefent hag e tridfent, leun a joa, ma kavfent ur bez.
Sellet em eus ouzh kement a vez graet dindan an heol, ha setu, pep tra a zo avel ha poan spered.
Ha kasaet em eus ar vuhez-mañ, rak kement a vez graet dindan an heol ne blij ket din, ha pep tra a zo avel ha poan spered.
Gwalleur d’ar gwragez brazez ha d’ar magerezed en deizioù-se!
rak setu, deizioù a zeuio ma vo lavaret: Eürus ar merc’hed difrouezh, ar c’hofoù n’o deus ket ganet hag an divronn n’o deus ket maget!