Evel ma n'ouzout ket pehini eo hent an avel, na penaos en em stumm an eskern e kof an dougerez, evel-se n'anavezez ket labour Doue, en deus graet an holl draoù.
Kouezhet eo ar glav, deuet eo ar stêrioù, ha c’hwezhet o deus an avelioù hag en em roet o deus a-enep an ti-se, ha kouezhet eo ha bras eo bet e ziskar.
An avel a c’hwezh e-lec’h ma kar hag e klevez an trouz, met n’ouzout ket nag a-belec’h e teu na pelec’h ez a. Evel-se e c’hoarvez gant pep den a zo ganet eus ar Spered.