Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 21:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 Ar broadoù eus ar re a zo salvet a gerzho diouzh he sklêrijenn. Rouaned an douar a zegas enni o gloar hag o enor.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

24 Hag an nationou a vezo bet salvet, a valeo diouz he goulou, ha rouane an douar a gasso enhi ho gloar hag ho henor.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 21:24
22 Referencias Cruzadas  

Ar beorien a zebro hag o devo o gwalc'h, ar re a glask an AOTROU a veulo anezhañ. Ho kalon a vevo da viken!


Hag e c'hoarvezo, en deizioù diwezhañ, ma vo startaet menez ti an AOTROU dreist ar menezioù, hag e savo dreist ar c'hrec'hiennoù, hag e teredo ennañ an holl vroadoù.


O tiegezh eus Jakob, deuit ha kerzhit e sklêrijenn an AOTROU!


Rouaned a vo da vagerien, hag o friñsezed da vagerezed, stouiñ a raint dirazout an dremm d'an douar, hag e lipint poultrenn da dreid. Te a anavezo ez on an AOTROU, ha ne vo ket mezhek ar re a zo en gortoz ac'hanon.


evel-se e sparfo kalz a vroadoù, hag ar rouaned a serro o genoù dirazañ, rak gwelout a raint ar pezh n'eo ket bet disklêriet dezho, hag e teskint ar pezh n'eo ket bet roet da glevout dezho.


Evel ma tiskenn ar glav hag an erc'h eus an neñvoù, ha ne zistroont ket hep bezañ douraet an douar hag e strujusaet, hep bezañ e lakaet da ziwanañ, evit reiñ had d'an hader ha bara d'an hini a zebr,


Setu e c'halvi ar vroad n'anavezes ket, hag ar broadoù n'anavezent ket ac'hanout a zeredo da'z c'havout, abalamour d'an AOTROU da Zoue ha da Sant Israel en devo roet gloar dit.


Gloar al Liban a zeuio betek ennout, gwez-siprez, tilh ha beuz a-gevret, evit kaeraat lec'h va santual, hag e roin gloar d'al lec'h ma tiskuizh va zreid.


Sunañ a ri laezh ar broadoù, sunañ a ri bronn ar rouaned, hag e ouezi ez on me an AOTROU da Salver, da Zasprener ha Galloudeg Jakob.


Anavezout a ran o oberoù hag o soñjoù. Deuet eo an amzer da zastum an holl vroadoù hag an holl yezhoù. Dont a raint, hag e welint va gloar.


hag e toui: Bev eo an AOTROU! e gwirionez, en eeunder hag e reizhder, hag ar broadoù a vo benniget ennañ hag a gavo gloar ennañ.


Ha meur a vroad en em stago ouzh an AOTROU en deiz-se, hag a zeuio da vezañ va fobl; hag e vin o chom ez kreiz, hag e ouezi ez on bet kaset davedout gant AOTROU an armeoù.


da vezañ servijer Jezuz-Krist e-keñver ar baganed ha da leuniañ ar garg santel eus Aviel Doue, evit ma vo kavet mat gantañ ar prof eus ar baganed, ur prof santelaet gant ar Spered-Santel.


Rak falvezet eo bet d’ar re eus Makedonia hag eus Akaia reiñ lod eus o madoù evit peorien a zo e-touez sent Jeruzalem.


Broadoù, laouenait gant e bobl! Rak e veñjo gwad e servijerien, e tenno veñjañs eus e enebourien, hag e raio dic'haou evit e zouar hag evit e bobl.


Degaset e vo enni gloar hag enor ar broadoù.


E-kreiz al leurgêr ha war daou gostez ar stêr edo ar wezenn a vuhez a zouge daouzek frouezhenn hag a roe he frouezh bep miz. Delioù ar wezenn a oa evit yac’haat ar broadoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos