Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Apocalyps 12:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 An naer a daolas eus he genoù dour evel ur stêr war-lerc’h ar wreg, evit stlejañ anezhi gant ar stêr.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

15 Hag ar serpant, euz he c’henou, a daolaz dour, evel eur ster, varlerc’h ar vreg, evit ma’z aje gant an dour euz ar ster.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 12:15
12 Referencias Cruzadas  

An naer a oa an ijinusañ eus holl anevaled ar parkeier en doa graet an AOTROU Doue. Lavarout a reas d'ar wreg: Petra! Ha lavaret en deus Doue: C'hwi ne zebrot ket eus pep gwezenn a zo el liorzh?


Me a gri: Benniget ra vo an AOTROU! Hag on dieubet eus va enebourien.


Derc'hel a ra start ar menezioù dre e nerzh, gourizet eo a c'halloud.


Setu, unan nerzhus ha kreñv 'zo gant an AOTROU, unan heñvel ouzh un arnev grizilh, heñvel ouzh un tarzh-avel distrujus, heñvel ouzh ur barrad-amzer gant doureier bras o liñvañ; teurel a ra kement-se d'an douar gant e zorn.


Hag e vo doujet anv an AOTROU adalek ar c'huzh-heol, hag e c'hloar adalek ar sav-heol. Pa zeuio an enebour evel ur stêr, Spered an AOTROU en lakaio war dec'h.


en abeg da-se, setu, emañ an AOTROU o vont da lakaat da zont warno doureier bras ha kreñv ar stêr, roue Asiria hag e holl c'hloar. Sevel a raio dre holl dreist he naoz, hag en em ledo dreist he holl ribloù.


Met evel ma tromplas an naer Eva dre widre, aon am eus na zeufe ivez ho soñjoù d’en em vreinañ diouzh an eeunder a zo e Krist.


An douar a sikouras ar wreg, hag an douar a zigoras e c’henoù hag a lonkas ar stêr en doa an aerouant taolet eus e c’henoù.


An aerouant bras a voe taolet kuit, an naer gozh anvet an diaoul ha Satan, an hini a douell ar bed holl, taolet e voe war an douar hag e aeled a voe taolet gantañ.


Lavarout a reas din: An doureier ac’h eus gwelet, ma’z eo azezet ar c’hast warno, a zo pobloù, engroezioù, broadoù ha yezhoù.


Eñ a grogas an aerouant, an naer kozh, a zo an diaoul ha Satan, hag ec’h ereas anezhañ evit mil bloavezh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos