AOTROU va Doue, kresket ec'h eus da vurzhudoù ha da soñjoù en hor c'heñver, nikun ne c'hell bezañ keñveriet ouzhit. Ha fellout a ra din o embann hag o lavarout? Re niverus ez int da vezañ kontet.
Petra am eus d'ober eus niver bras hoc'h aberzhoù? eme an AOTROU. Leuniet on a loskaberzhoù meot hag a zruzoni leueoù lart; ne gavan plijadur ebet e gwad an tirvi, an deñved hag ar bouc'hed.
Lazhañ un ejen a zo evel muntrañ un den, aberzhiñ un oan a zo evel terriñ chouk ur c'hi, kinnig un donezon a zo evel skuilhañ gwad ur pemoc'h, ober un eñvoradenn ezañs a zo evel bennigañ direizhder. Dibabet o deus o hentoù, hag o ene a gemer plijadur en o euzhusted.
Evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn ar bobl-mañ: Karout a reont mont amañ hag ahont, ne harzont ket ouzh o zreid, hag an AOTROU n'en em blij ket ganto, soñj en deus bremañ eus o direizhder hag e kastiz o fec'hedoù.
Petra am eus d'ober gant an ezañs eus Seba hag ar gorzenn frondus eus ur vro bell? Ho loskaberzhoù ne blijont ket din ha ne gavan ket dereat hoc'h aberzhoù.
Bremañ pedit eta dirak dremm Doue, evit m'en devo truez ouzhimp! Kement-se o tont eus ho taouarn, hag-eñ e tegemeri mat ac'hanoc'h? eme AOTROU an armeoù.
Neuze Samuel a lavaras: An AOTROU , ha kavout a ra plijadur el loskaberzhoù hag en aberzhoù, evel er sentidigezh ouzh mouezh an AOTROU? Setu, ar sentidigezh a zo gwelloc'h eget an aberzh, selaou outañ a zo gwelloc'h eget lard an tourzed.