Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Amoz 5:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Kasaat ha disprizañ a ran ho kouelioù, ne gavan plijadur ebet en ho podadegoù meur.

Ver Capítulo Copiar




Amoz 5:21
21 Referencias Cruzadas  

An AOTROU a santas ur c'hwezh vat hag an AOTROU a lavaras en e galon: Ne villigin ken an douar abalamour d'an den rak natur kalon an den a zo fall adalek e yaouankiz, ne skoin ken kement a vev evel em eus graet.


Aberzh ar re zrouk a zo un euzhusted evit an AOTROU, met pedenn an dud reizh a zo plijus dezhañ.


Aberzh ar re zrouk a zo un euzhusted, pegen muioc'h pa zegasont anezhañ gant mennadoù fall!


Mar distro unan bennak e skouarn evit na selaouo ket al lezenn, e bedenn zoken a zo un euzhusted.


Lazhañ un ejen a zo evel muntrañ un den, aberzhiñ un oan a zo evel terriñ chouk ur c'hi, kinnig un donezon a zo evel skuilhañ gwad ur pemoc'h, ober un eñvoradenn ezañs a zo evel bennigañ direizhder. Dibabet o deus o hentoù, hag o ene a gemer plijadur en o euzhusted.


Mar yunont, ne selaouin ket o garm, mar kinnigont loskaberzhoù ha donezonoù, n'o c'havin ket dereat, met ez an da guzumiñ anezho dre ar c'hleze, dre an naonegezh ha dre ar vosenn.


Petra am eus d'ober gant an ezañs eus Seba hag ar gorzenn frondus eus ur vro bell? Ho loskaberzhoù ne blijont ket din ha ne gavan ket dereat hoc'h aberzhoù.


Evel-se e tizoloas he gastaouerezh hag e tizoloas he noazhder. Hag e tistagas va ene diouti, evel m'en doa distaget va ene diouzh he c'hoar.


Lakaat a rin da baouez hec'h holl levenez, he gouelioù, he loarioù nevez, he deizioù sabad, hag hec'h holl lidoù.


Mont a raint gant o deñved hag o ejened da glask an AOTROU, met ne gavint ket anezhañ, en em bellaet eo diouto.


En aberzhoù a ginnigont din, ec'h aberzhont kig, hag e tebront anezhañ, met an AOTROU ne gav ket plijadur enno. Bremañ e teuio soñj dezhañ eus o direizhder hag e kastizo o fec'hedoù. Distreiñ a raint d'an Ejipt.


Lakaat a rin ho kêrioù didud, distrujañ a rin ho santualioù ha ne ruflin ken c’hwezh hoc’h ezañs,


Kit da Vetel ha pec'hit, da C'hilgal ha pec'hit muioc'h! Degasit hoc'h aberzhoù adalek ar mintin, ha ho teogoù bep tri deiz!


Lakait da vogediñ un aberzh a veuleudi gant goell! Embannit ar profoù a youl vat hag o disklêriit! Rak eno emañ ar pezh a garit, mibien Israel, eme an Aotrou AOTROU.


An Aotrou AOTROU en deus touet drezañ e-unan, eme an AOTROU, Doue an armeoù: Euzh am eus ouzh lorc'h Jakob, kasaat a ran e balezioù, dereiñ a rin ar gêr hag ar pezh a zo enni,


Treiñ a rin ho kouelioù e kañvoù, hag hoc'h holl ganaouennoù e klemmganoù; lakaat a rin ar sac'h war an holl groazelloù, hag ar moalder war an holl bennoù, hag e lakain ar vro e kañv evel evit ur mab nemetañ, hag an diwezh a vo evel un devezh a c'hwervder.


Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma serrit rouantelezh an neñvoù ouzh an dud, n’oc’h ket hoc’h-unan aet e-barzh, hag hoc’h eus c’hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.


kerzhit er garantez, evel m’en deus Krist ivez hor c’haret hag eo en em ginniget e-unan da Zoue evidomp e prof hag en aberzh a c’hwezh vat.


Resevet em eus pep tra hag emaon er fonnder. Karget on bet a vadoù o resev dre Epafrodit ar pezh a zeu diganeoc’h evel ur prof a c’hwezh-vat, un aberzh degemeret ha kavet mat gant Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos