Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Amoz 4:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

12 Setu perak e rin dit en hevelep doare, Israel. Ha peogwir e rin dit evel-se, bez prest d'en em gavout gant da Zoue, o Israel!

Ver Capítulo Copiar




Amoz 4:12
20 Referencias Cruzadas  

Krenit, c'hwi hag a zo diskiant! Nec'hit, c'hwi hag a zo dibalamour! En em ziwiskit, en em lakait en noazh, gourizit ho tivgroazell.


Da noazhder a vo dizoloet, ha da vezh a vo gwelet. Me a denno veñjañs, ha n'espernin den.


hag evel ma krog an tan er c'hoad sec'h ha ma laka an tan an dour da virviñ, e rofes da anavezout da anv da'z enebourien, hag ar broadoù a grenfe dirazout!


Ha ne zoujot ket ac'hanon, eme an AOTROU, ha ne grenot ket dirazon? Me am eus lakaet an traezh evel harz d'ar mor, dre ur reolenn beurbadus na dremeno ket. E goummoù a fiñv met dic'halloud int, krozal a reont met ne dremenint ket dreist.


N'oc'h ket pignet war ar freuzoù, n'oc'h ket savet ur voger en-dro da di Israel, evit ma chomo start er brezel da zeiz an AOTROU.


Klasket em eus en o zouez unan bennak a adsavfe ar voger, hag en em zalc'hfe war ar freuz dirazon evit ar vro, evit na zistrujin ket anezhi, met ne'm eus kavet den.


O diaraogin evel un arzhez pa'z eo lamet he re vihan, hag e freuzin krogen o c'halon, hag o lonkin eno evel ul leonez, ha loen ar parkeier o lakaio a-dammoù.


An den prim ne c'hello ket tec'hout, an hini kreñv ne gavo ket e nerzh, an hini kalonek ne saveteo ket e vuhez,


Dre-se c’hwi ivez, en em zalc’hit prest, rak Mab an den a zeuio d’an eur na soñjit ket.


En em laka a-unvan hep dale gant da enebour, e-pad ma’z emaout en hent gantañ, gant aon na lakafe-eñ ac’hanout etre daouarn ar barner, ha na lakafe ac’hanout ar barner etre daouarn ofiser ar justis, ha na vefes lakaet er prizon.


Az pez soñj eta eus ar pezh ac’h eus resevet ha klevet, mir anezhañ hag az pez keuz. Ma ne veilhez ket, dont a rin da’z kavout evel ul laer, ha ne ouezi ket da bet eur e teuin da’z kavout.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos