Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Amoz 4:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Diskaret em eus hiniennoù en ho touez, evel ma tiskaras Doue Sodom ha Gomora, hag ez oc'h bet evel un etev tennet eus an tan. Ha n'oc'h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU.

Ver Capítulo Copiar




Amoz 4:11
24 Referencias Cruzadas  

Babilon, klod ar rouantelezhioù, kinklerezh ha lorc'h ar Galdeiz, a vo evel Sodom ha Gomora pa voent distrujet gant Doue.


ha lavar dezhañ: Laka evezh ha chom sioul, na'z pez ket aon, ra n'en em c'hlac'haro ket da galon dirak an daou bennad glaouenn vogedus-se, dirak ar gounnar ruz eus Rezin, eus Siria hag eus mab Remalia,


Ar bobl ne zistro ket d'an hini a sko ganti, ne glask ket AOTROU an armeoù.


Met e profeded Jeruzalem em eus gwelet traoù euzhus, avoultriñ a reont hag e kerzhont er gaou. Kennerzhañ a reont daouarn ar re fall, evit na zistroio hini ebet eus e zrougiezh. Evidon ez int holl evel Sodom, ha tud kêr evel Gomora.


Evel en distruj Sodom ha Gomora hag ar c'hêrioù nesañ, eme an AOTROU, ne vano den ebet eno, ne chomo mab-den ebet eno.


AOTROU! Ha n'eo ket ouzh ar wirionez e sell da zaoulagad? Skoet ec'h eus warno, ha n'o deus poan ebet. Kuzumiñ a rez anezho, ha ne fell ket dezho degemer ar gentel. Kaledet o deus o dremm muioc'h eget ur roc'h, ha nac'het o deus distreiñ.


Evel en distruj Sodom ha Gomora hag ar c'hêrioù nesañ, eme an AOTROU, ne vano den ebet eno, ne chomo mab-den ebet eno.


Drougiezh 'zo en da loustoni. Pa em eus klasket da c'hlanaat, n'out ket deuet da vezañ glan, ha neuze ne vi ken glanaet eus da loustoni, ken na'm bo sevenet va c'hounnar a-enep dit.


Ne zistroint ket da vro Ejipt, met Asiria a vo o roue, rak n'eus ket fellet dezho dont en-dro etrezek ennon.


Penaos e tilezin ac'hanout, Efraim? Penaos e teroin ac'hanout, Israel? Hag e rin dit evel da Adma? Hag e lakain ac'hanout evel Zeboim? Va c'halon a zo trefuet em c'hreiz, va holl druezioù a zo fromet.


Ha me am eus kaset deoc'h naeter a zent en hoc'h holl gêrioù, ha diouer a vara en hoc'h holl diez. Ha n'oc'h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU.


Skoet em eus warnoc'h dre an dev, dre ar mergl, dre ar grizilh en holl labour ho taouarn. Ha n'oc'h ket distroet ouzhin, eme an AOTROU.


An AOTROU a lavaras da Satan: Ra vi gourdrouzet gant an AOTROU, Satan! Ra vi gourdrouzet gant an AOTROU, eñ hag en deus dibabet Jeruzalem.! Hemañ, ha n'eo ket un etev tennet eus an tan?


Izaia en doa lavaret diagent en hevelep doare: Ma n’en dije ket Aotrou an armeoù lezet ganeomp un hadenn, e vijemp deuet evel Sodom, hor bije heñvelekaet Gomora.


Mar dev labour unan bennak, e c’houzañvo ar c’holl. Eñ a vo salvet, met evel a-dreuz an tan.


An AOTROU a roio poultr hag uloc'h evel glav da'z touar; diskenn a raio warnout eus an neñv, betek ma vi distrujet.


soufr, holen hag entanadur a vo en holl vro, penaos ne vo ket hadet, ne ziwano netra ha ne gresko tamm geot ebet, evel pa voe diskaret Sodom, Gomora, Adma, Zeboim, a zistrujas an AOTROU en e gounnar hag en e fulor,


mar en deus kondaonet Sodom ha Gomora da vezañ distrujet o rentañ ar c’hêrioù-se e ludu evit o reiñ da skouer d’ar re a vevfe e dizoujañs-Doue,


salvit reoù all gant doujañs o tennañ anezho eus an tan, o kasaat betek an dilhad saotret gant ar c’hig.


ha peanaos Sodom, Gomora hag ar c’herioù nesañ a oa en em roet d’an hevelep loustoni ha da bec’hedoù a-enep an natur, a servij da skouer o c’houzañv ar boan eus un tan peurbadus.


Ar peurrest eus an dud, ar re ne voent ket lazhet gant ar goulioù-mañ, n’o doe ket keuz eus oberoù o daouarn evit paouez da azeuliñ an diaouled hag an idoloù aour, arc’hant, arem, maen ha koad, na c’hellont na gwelout, na klevout, na kerzhout.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos