Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Agge 2:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Agge a respontas o lavarout: Evel-se eo ar bobl-mañ, evel-se eo ar vroad-mañ dirazon, eme an AOTROU, hag evel-se eo holl labour o daouarn, ar pezh a ginnigont aze a zo dic'hlan.

Ver Capítulo Copiar




Agge 2:14
11 Referencias Cruzadas  

Aberzh ar re zrouk a zo un euzhusted evit an AOTROU, met pedenn an dud reizh a zo plijus dezhañ.


Aberzh ar re zrouk a zo un euzhusted, pegen muioc'h pa zegasont anezhañ gant mennadoù fall!


An daoulagad lorc'hus hag ar galon c'hwezhet eo lamp ar re zrouk, ha n'eo nemet pec'hed.


Mar distro unan bennak e skouarn evit na selaouo ket al lezenn, e bedenn zoken a zo un euzhusted.


Lazhañ un ejen a zo evel muntrañ un den, aberzhiñ un oan a zo evel terriñ chouk ur c'hi, kinnig un donezon a zo evel skuilhañ gwad ur pemoc'h, ober un eñvoradenn ezañs a zo evel bennigañ direizhder. Dibabet o deus o hentoù, hag o ene a gemer plijadur en o euzhusted.


Ne ginnigint ket gwin d'an AOTROU, ne blijo ket dezhañ; o aberzhoù a vo evito evel bara an enkrez, an holl re a zebro dioutañ a vo saotret. Rak o bara ne vo nemet evito o-unan, ned aio ket da di an AOTROU.


Pep tra a zo glan evit an hini a zo glan, met n’eus netra glan evit ar re zic’hlan hag evit ar re zifeiz, er c’hontrol, o skiant hag o c’houstiañs a zo huduraet.


salvit reoù all gant doujañs o tennañ anezho eus an tan, o kasaat betek an dilhad saotret gant ar c’hig.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos