Pa daolas ar vañsonerien diazez an templ an AOTROU, e voe kerc'het an aberzhourien gant o gwiskamant hag o zrompilhoù, hag al Levited, mibien Azaf, gant o simbalennoù, evit meuliñ an AOTROU, hervez urzhiadur David roue Israel.
Piv a zo fur? Ra gompreno an traoù-mañ! Piv a zo skiantek? Ra anavezo anezho! Rak hentoù an AOTROU a zo eeun, ar re reizh a gerzho enno, met ar re disent a gouezho enno.
Taolit evezh eta, adalek an deiz-mañ hag evit an dazont, adalek ar pevare deiz warn-ugent eus an navet miz, adalek an deiz-mañ m'eo bet diazezet templ an AOTROU, taolit evezh:
Rak a-raok an deizioù-se ne oa gopr ebet evit an den, na gopr ebet evit al loen; hag evit ar re a yae hag a zeue ne oa peoc'h ebet en abeg d'an enebour, dre ma kasen an holl dud an eil a-enep egile.