Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Adlezenn 8:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Az pez soñj eus an hent en deus lakaet ac'hanout da gerzhout ennañ an AOTROU da Zoue e-pad daou-ugent vloaz er gouelec'h, evit da izelaat ha da amprouiñ, evit gouzout petra a oa ez kalon ha ma virfes e c'hourc'hemennoù.

Ver Capítulo Copiar




Adlezenn 8:2
46 Referencias Cruzadas  

C'hoarvezout a reas, goude an traoù-mañ, ma'c'h amprouas Doue Abraham, hag e lavaras dezhañ: Abraham! Eñ a respontas: Setu-me amañ!


Ha pa gasas pennoù roue Babilon kannaded etrezek ennañ evit klevout diwar-benn ar burzhud a oa en em gavet er vro, Doue a zilezas anezhañ evit e amprouiñ, e-sell da c'houzout ar pezh a oa en e galon.


Pa voe en enkrez, e c'halvas an AOTROU e Zoue, hag en em izelaas kalz dirak Doue e dadoù.


E bedenn, penaos e voe selaouet, e holl bec'hedoù hag e dorfedoù, al lec'hioù m'en deus savet uhellec'hioù, ha lakaet Asheraoù ha skeudennoù kizellet enno, a-raok en em izelaat, kement-se a zo skrivet e komzoù ar welourien.


te, hervez da drugarez vras, ne'c'h eus ket o dilezet er gouelec'h. Ar golonenn a goabrenn ne baouezas ket da vezañ dreisto war an deiz evit o ren dre an hent, hag ar golonenn a dan en noz evit sklêrijennañ an hent a dleent kerzhout warnañ.


evit distreiñ an den diouzh e oberoù fall, evit pellaat dioutañ al lorc'h,


Va ene, bennig an AOTROU, ha n'ankounac'ha hini eus e vadoberoù!


Hon tadoù en Ejipt ne voent ket evezhius ouzh da vurzhudoù, n'o doe ket soñj eus da vadelezhioù diniver, met disent e voent e-tal ar mor, war-zu ar Mor Ruz.


An hini en deus renet e bobl er gouelec'h, rak e drugarez a bad da viken,


Lavaret em eus: Setu aze ar pezh a ra va foan: tu dehou an Uhel-Meurbet a zo kemmet.


Divec’hiet em eus diouzh ar bec’h e skoaz, e zaouarn o deus laosket ar baner.


Hag e krias d'an AOTROU , hag an AOTROU a ziskouezas dezhañ ur c'hoad. En taolas en doureier hag an doureier a zeuas dous. Eno eo e roas dezho reolennoù ha lezennoù, hag eno eo ec'h amprouas anezho.


Mibien Israel a zebras ar mann e-pad daou-ugent vloaz, betek ma voent deuet da ur vro a c'helled chom enni. Debriñ a rejont ar mann betek ma voent deuet da harzoù bro Ganaan.


Neuze an AOTROU a lavaras da Voizez: Setu, ez an da lakaat bara da gouezhañ eus an neñv; ar bobl a zeuio er-maez hag e tastumint bemdez ar pezh a zo ret evit un devezh, hag ec'h amprouin hag-eñ e kerzhint em lezenn pe nann.


Moizez a lavaras d'ar bobl: N'ho pet ket aon, rak Doue a zo deuet evit amprouiñ ac'hanoc'h hag evit ma vo e zoujañs dirazoc'h, e doare na bec'hot ket.


Ar gleuzeur a zo evit an arc'hant hag ar forn evit an aour, met an AOTROU eo an hini a amprou ar c'halonoù.


Lorc'h an dud a vo diskaret, ha rogentez ar re vras a vo izelaet, an AOTROU hepken a vo uhelaet en deiz-se.


N'o deus ket lavaret: Pelec'h emañ an AOTROU en deus graet deomp pignat kuit eus bro Ejipt, en deus hor renet dre ar gouelec'h, dre ur vro didud ha digompez, dre ur vro kras e skeud ar marv, dre ur vro na dremene den enni ha na oa den o chom e-barzh?


Me eo an AOTROU ho Toue, kerzhit em reolennoù, mirit va barnedigezhioù evit ober diouto.


Ho lakaet em eus ivez da bignat eus bro Ejipt, hag ho renet em eus daou-ugent vloaz er gouelec'h evit perc'hennañ bro an Amoreaned.


Ho mibien a yelo o peuriñ er gouelec'h e-pad daou-ugent vloaz, hag e tougint ho kasterezh, betek ma vo ho korfoù kuzumet er gouelec'h.


Me a lavar deoc’h, hemañ a zistroas reishaet d’e di kentoc’h eget egile. Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, hag an hini en em izela a vo uhelaet.


ha dre ma n’en doa ket ezhomm e vije roet testeni gant unan bennak diwar-benn un den, rak anavezout a rae ar pezh a oa en den.


D'an daou-ugentvet bloaz, d'an unnekvet miz, d'an deiz kentañ eus ar miz, Moizez a lavaras da vibien Israel kement en doa gourc'hemennet an AOTROU dezhañ evito,


a yae en ho raok war an hent evit klask ul lec'h da sevel ho teltennoù, en tan e-pad an noz evit diskouez deoc'h an hent a gerzhec'h warnañ, hag er goabrenn e-pad an deiz.


Ne selaoui ket komzoù ar profed-se nag an huñvreer-se, rak an AOTROU ho Toue a amprouo ac'hanoc'h evit gouzout hag e karit an AOTROU ho Toue eus hoc'h holl galon hag eus hoc'h holl ene.


Rak an AOTROU da Zoue en deus da venniget e kement a ri gant da zaouarn. Anavezet en deus da gerzhadeg dre ar gouelec'h bras-mañ. An AOTROU da Zoue a zo bet ganit e-pad an daou-ugent vloaz-se, ha netra n'en deus graet diouer dit.


Da renet em eus daou-ugent vloaz er gouelec'h, da zilhad ne voent ket uzet warnout ha da votoù ne voent ket uzet war da dreid,


Az pez soñj eus da zeizioù gwechall, evesha er bloavezhioù a rummadoù da rummadoù, goulenn digant da dad hag e tesko dit, digant da dud kozh hag e lavarint dit.


Na'z pez ket aon razo, az pez soñj eus ar pezh en deus graet an AOTROU da Zoue da Faraon ha d'an Ejipt a-bezh,


en deus roet dit da zebriñ er gouelec'h ar mann n'anaveze ket da dadoù, evit izelaat hag amprouiñ ac'hanout, hag evit ober vad dit da c'houde.


o c’houzout penaos amprouenn ho feiz a laka ar basianted da sevel ennoc’h.


En em izelait dirak an Aotrou hag ec’h uhelaio ac’hanoc’h.


Er c’hontrol e ro ur c’hras vrasoc’h. Dre-se, ar Skritur a lavar: Doue a harp ouzh ar re ourgouilhus, met reiñ a ra gras d’ar re uvel.


evit ma teuio amprouenn ho feiz, priziusoc’h eget an aour a ya da goll hag a zo koulskoude amprouet dre an tan, da dreiñ evidoc’h e meuleudi, enor ha gloar, da emziskuliadur Jezuz-Krist.


Lakaat a rin he bugale da vervel eus ar marv, hag an holl Ilizoù a ouezo penaos ez on an hini a furch al lounezhi hag ar c’halonoù. Reiñ a rin da bep hini ac’hanoc’h hervez e oberoù.


evit amprouiñ Israel drezo, ha gwelout ha mirout a raint pe nann hent an AOTROU en ur gerzhout ennañ, evel m'o deus e viret o zadoù.


Ar re-se a oa evit amprouiñ Israel, evit gwelout hag-eñ e sentfent ouzh ar gourc'hemennoù en doa roet an AOTROU dre Voizez d'o zadoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos