E anavezet em eus evit ma c'hourc'hemenno d'e vibien ha d'e diegezh war e lerc'h mirout hent an AOTROU, en ur ober kement a zo reizh hag eeun, evit ma lakaio an AOTROU da zont war Abraham ar pezh en deus lavaret anezhañ.
Selaouit ouzhin, c'hwi hag a anavez ar reizhder, pobl hag he deus va lezenn en he c'halon, n'ho pet ket aon rak dismegañs an dud, ha na vezit ket spontet gant o rebechoù,
Met setu an emglev a ziazezin gant ti Israel goude an deizioù-se, eme an AOTROU: Lakaat a rin va lezenn en o c'hreizon hag e skrivin anezhi war o c'halon, hag e vin o Doue hag e vint va fobl.
Anat mat eo penaos ez oc’h ul lizher eus Krist, ministret ganeomp, skrivet nann gant liv met gant Spered an Doue bev, nann war daolennoù maen met war daolennoù kig, war re ar galon.
e lavaras dezho: Lakait ho kalonoù da virout an holl gomzoù a bedan ac'hanoc'h hiziv da gemenn d'ho mibien, evit ma virint holl gomzoù al lezenn-mañ ha ma raint diouto.
Ra chomo ger Krist gant fonnder ennoc’h e pep furnez; en em gelennit hag en em aliit an eil egile dre salmoù, meulganoù ha kanaouennoù speredel, o kanañ en ho kalonoù d’an Aotrou gant anaoudegezh vat.