41 Neuze Moizez a lakaas a-du teir c'hêr en tu-mañ d'ar Jordan, d'ar sav-heol,
Ar c'hêrioù a roiot d'al Levited a vo ar c'hwec'h kêr-repuiñ, ma tec'ho enno ar muntrer, hag e roiot ouzhpenn div gêr ha daou-ugent.
Ne zilec'hi ket bonn da nesañ, bet lakaet gant ar re a vo a-raok dit en hêrezh az po bet er vro en devo an AOTROU da Zoue roet dit da berc'hennañ.
e lakai a-du teir c'hêr e-kreiz ar vro en devo an AOTROU da Zoue roet dit evit he ferc'hennañ.
Setu perak e c'hourc'hemennan dit o lavarout: lakaat a ri a-du teir c'hêr.
evit ma tec'ho enno ar muntrer en devo lazhet e nesañ diratozh, hep bezañ bet kasoni diagent, evit ma vevo en ur dec'hout da unan eus ar c'hêrioù-se,