23 Ha diwar-benn Neftali e lavaras: Neftali, leuniet a vadelezh ha karget a vennozhioù an AOTROU, a berc'henn ar c'huzh-heol hag ar c'hreisteiz.
Neftali a zo un heizez laosket, komz a ra gerioù plijus.
O Doue, pegen prizius eo da vadelezh! Mibien an dud en em denn dindan skeud da eskell.
Adalek ar mintin ro deomp hor gwalc'h eus da vadelezh, evit ma laouenaimp ha ma vimp leun a levenez a-hed hon deizioù.
Hag e roin e walc'h a zruzoni da ene an aberzhourien, hag e vo leuniet va fobl eus va madoù, eme an AOTROU.
Deuit da’m c’havout, c’hwi holl a zo skuizh ha bec’hiet, ha me ho tiboanio.
O vezañ kuitaet Nazared, e teuas da chom e Kafarnaoum, kêr arvorek war harzoù Zabulon ha Neftali,
ar bobl azezet en deñvalijenn he deus gwelet ur sklêrijenn vras, hag ar sklêrijenn a zo savet war ar re a oa azezet e bro hag e skeud ar marv.
Ha diwar-benn Aser e lavaras: Ra vo benniget Aser gant ar vibien! Ra vo plijus d'e vreudeur, ha ra walc'ho e droad en eoul!