ne stoui ket dirazo ha ne serviji ket anezho, rak me eo an AOTROU da Zoue, un Doue gwarizius a gastiz direizhder an tadoù war ar vugale betek an trede hag ar pevare rumm eus ar re a gasa ac'hanon,
Abalamour da-se, setu ar pezh a lavar an Aotrou, AOTROU an armeoù, Galloudeg Israel: A! Plijadur am bo eus va stourmerien, hag en em veñjiñ a rin eus va enebourien!
En deiz-se e skoio an AOTROU gant e gleze bras nerzhus ha kalet ouzh al leviatan, an naer skañv, ouzh al leviatan, an naer gildrouk, hag e lazho an euzhvil mor.
setu perak selaouit komz an AOTROU, c'hwi holl tud Juda a zo o chom e bro Ejipt: Setu em eus touet dre va anv bras, eme an AOTROU, na vo ken galvet va anv dre c'henoù den ebet eus Juda en holl vro Ejipt, den ne lavaro: An Aotrou AOTROU a zo bev!
Dastumit gant kriadennoù ar waregerien a-enep Babilon. C'hwi holl a antell ar wareg, kampit a-enep dezhi tro-dro, ra ne dec'ho den. Rentit dezhi hervez hec'h oberoù, grit dezhi hervez kement he deus graet, rak eo en em savet gant lorc'h a-enep an AOTROU, a-enep Sant Israel.
evit ma teuzo ar c'halonoù ha ma kresko ar c'houzañverien e-kichen an holl zorojoù. Kemeret em eus ar c'hleze gourdrouzus. A! Graet eo evit luc'hediñ, lemmet eo evit lazhadegañ.
Hag e sevenin va veñjañs war Edom dre zorn va fobl Israel. Graet e vo a-enep Edom hervez va c'hounnar hag hervez va fulor, hag ec'h anavezint va veñjañs, eme an Aotrou AOTROU.
Leuniañ a rin a spont kalz a bobloù diwar da benn, hag o rouaned a vo spouronet en abeg dit pa hejin a-us dezho va c'hleze. Krenañ a raint dalc'hmat, pep hini anezho evit e vuhez, e deiz da lamm.
An AOTROU a zo un Doue gwarizius ha veñjer. En em veñjiñ a ra an AOTROU, hag ar fulor a zo e c'hourc'hemenn. En em veñjiñ a ra an AOTROU eus e enebourien, hag e vir e gounnar ouzh e eneberien.
ne stoui ket dirazo ha ne serviji ket anezho, rak me eo an AOTROU da Zoue, un Doue gwarizius a gastiz direizhder an tadoù war ar vugale betek an trede hag ar pevare rumm eus ar re a gasa ac'hanon,
met rentañ a ra an hevelep tra war o dremmoù d'ar re a gasa anezhañ, evit o lakaat da vervel. Ne zale ket gant an hini a gasa anezhañ hag e rent an hevelep tra war e zremm.