Adlezenn 17:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned12 An den a raio gant lorc'h ha na selaouo ket an aberzhour en em zalc'ho eno evit servijañ an AOTROU da Zoue, pe na selaouo ket ar barner, an den-se a varvo, hag evel-se e vo lamet an droug diouzh Israel, Ver Capítulo |
Met lakaet e vo d'ar marv ar profed-se pe an huñvreer-se, rak komzet en deus eus treiñ kein d'an AOTROU ho Toue en deus tennet ac'hanoc'h eus bro Ejipt hag en deus dasprenet ac'hanoc'h eus an ti sklavelezh, evit distreiñ ac'hanout eus an hent en deus gourc'hemennet an AOTROU da Zoue kerzhout warnañ. Evel-se e vo lamet an droug diouzh da greiz.