Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Timote 2:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Taol evezh ouzh ar pezh a lavaran, ra roio an Aotrou skiant dit e pep tra.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

7 Taol evez ouz ar pez a lavaran, ha Doue da rei d’id skiant en pep tra.

Ver Capítulo Copiar




2 Timote 2:7
40 Referencias Cruzadas  

Ra roio hepken an AOTROU dit furnez ha skiant, ha ra lakaio ac'hanout da ren war Israel, en ur virout lezenn an AOTROU da Zoue.


Ro ivez ur galon eeun da Salomon va mab, evit mirout da c'hourc'hemennoù, da destenioù ha da lezennoù, evit seveniñ an holl draoù-se, hag evit sevel ar palez am eus kempennet.


Me eo da servijer, ro din da vezañ meizek, hag ec'h anavezin da destenioù.


Reizhder da destenioù a zo peurbadus, ro din d'o c'hompren evit ma vevin!


Da zaouarn o deus va graet ha va stummet. Ro din da vezañ meizek, hag e teskin da c'hourc'hemennoù.


Kouezhañ a reont dre o zeodoù o-unan. An holl re a wel anezho a hej o fenn.


Pa welis kement-se, e soñjis ennañ, e sellis outañ, hag e tennis kelennadurezh:


An ejen a anavez e berc'henn, hag an azen kraou e vestr, met Israel n'en deus anaoudegezh ebet, va fobl n'he deus skiant ebet.


E Zoue a zesk dezhañ ar reolenn da heuliañ.


An delenn, al lud, an daboulin, ar fleüt, hag ar gwin a zo en o festoù. Ne daolont ket evezh ouzh oberenn an AOTROU, ne welont ket labour e zaouarn.


Doue a roas d'ar pevar den yaouank-mañ gouiziegezh ha meiz en pep lennegezh ha furnez. Ha Daniel a gomprene pep gweledigezh ha pep huñvre.


rak me a roio deoc’h ur genoù hag ur furnez na c’hello hoc’h holl enebourien respont netra dezho na stourm outo.


Neuze e tigoras dezho o spered evit ma komprenfent ar Skriturioù,


Evidoc’h-c’hwi, selaouit mat ar c’homzoù-mañ: Mab an den a dle bezañ droukroet etre daouarn an dud.


Met ar Frealzer, ar Spered-Santel a gaso an Tad em anv, a gelenno deoc’h an holl draoù hag a zegaso soñj deoc’h e kement am eus lavaret deoc’h.


Pa vo deuet hennezh, ar Spered a wirionez, e reno ac’hanoc’h en holl wirionez, rak ne gomzo ket anezhañ e-unan, met e lavaro kement en devo klevet hag e tisklêrio deoc’h an traoù da zont.


Dieubiñ a reas anezhañ eus e holl c’hlac’haroù hag e roas dezhañ furnez ha gras dirak Faraon roue Ejipt. Hemañ a lakaas anezhañ da c’houarnour war Ejipt ha war e holl di.


Rak da unan eo roet dre ar Spered ar ger a furnez, da unan all ar ger a ouiziegezh dre an hevelep Spered,


Ma vijent fur, e komprenjent kement-mañ, hag e soñjjent er pezh a c'hoarvezo ganto d'an diwezh.


Gouez eta hiziv ha merk ez kalon penaos eo Doue an AOTROU, d'an nec'h en neñv ha d'an traoñ war an douar, ha n'eus hini all ebet nemetañ,


A-hend-all, breudeur, kement a zo gwirion, kement a zo onest, kement a zo reizh, kement a zo glan, kement a zo karantezus, kement a zo a vrud vat, hag a zo ennañ ur vertuz bennak hag a zo dellezek a veuleudi, ra zalc’ho an holl draoù-se en ho soñjoù.


Setu perak ivez, abaoe an deiz ma hon eus klevet kement-se, n’hon eus ket paouezet da bediñ evidoc’h ha da c’houlenn ma vefec’h leuniet eus anaoudegezh e volontez, e pep furnez ha klevidigezh speredel,


Kemer preder en traoù-mañ, en em ro atav dezho evit ma vo da greskadurezh anavezet gant an holl.


Ret eo d’al labourer-douar poaniañ a-raok dastum ar frouezh.


Az pez soñj eus Jezuz-Krist, adsavet a-douez ar re varv, deuet eus lignez David hervez va Aviel,


Eveshait eta ouzh an hini en deus gouzañvet a-berzh ar bec’herien un enebiezh ken bras outañ, evit na gouezhot ket en ur lezel hoc’h eneoù da zinerzhañ.


Ho pet soñj eus ho renerien o deus prezeget deoc’h ger Doue, eveshait ouzh disoc’h o buhez hag heuilhit o feiz.


Rak-se, breudeur santel o deus lod er c’halvidigezh neñvel, eveshait ouzh an abostol hag ar beleg-meur eus ar feiz a anzavomp, Jezuz-Krist,


Bremañ eveshait pegen bras eo an hini a voe roet dezhañ gant an uheldad Abraham an deog eus ar preizhadur.


Ma vank furnez da unan bennak ac’hanoc’h, ra c’houlenno digant Doue a ro d’an holl gant largentez hep rebech, hag e vo roet dezhañ.


Hounnezh n’eo ket ar furnez a zeu eus an nec’h, met douarel eo, kigel, diaoulek.


Ar furnez eus an nec’h a zo da gentañ glan, goude peoc’hiek, habask, poellek, leun a drugarez hag a frouezh mat, hep ober van eus diaveazioù hag hep pilpouzerezh.


Ha gouzout a reomp ez eo deuet Mab Doue, en deus roet deomp skiant evit anavezout an Hini gwirion, hag emaomp en Hini gwirion-se, en e Vab Jezuz-Krist. Eñ eo an Doue gwirion hag ar vuhez peurbadus.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos