6 Ret eo d’al labourer-douar poaniañ a-raok dastum ar frouezh.
6 Red eo d’an tiec labourad, aroag dastum ar frouez.
An hini a ziwall ar wezenn-fiez a zebro he frouezh, evel-se an hini a ziwall e vestr a vo enoret.
Rak rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh un den, ur penn-tiegezh, a yeas er-maez beure mat da c’hoprañ labourerien evit e winieg.
Neuze an hini en doa resevet ar pemp talant a yeas, o lakaas da dalvezout hag a c’hounezas pemp talant all.
Hag e lavaras dezho: An eost a zo bras, met nebeut a zo al labourerien. Pedit eta Mestr an eost evit ma kaso labourerien en e eost.
Kement-se a ran abalamour d’an Aviel, evit kaout lod ennañ.
Taol evezh ouzh ar pezh a lavaran, ra roio an Aotrou skiant dit e pep tra.
Ezhomm hoc’h eus a basianted, evit goude bezañ graet bolontez Doue, ma resevot ar pezh a zo bet prometet.
Rak un douar douret gant ar glav a gouezh warnañ alies hag a ro geot mat d’ar re a labour anezhañ, a resev ur vennozh digant Doue,