Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 6:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 David hag holl di Israel a zegase arc'h an AOTROU gant kriadennoù a levenez hag ouzh son ar shofaroù.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 6:15
16 Referencias Cruzadas  

David a zañse a holl nerzh dirak an AOTROU. Gourizet e oa gant un efod lin.


Evel ma teue arc'h an AOTROU e kêr David, Mikal merc'h Saül a sellas dre ar prenestr hag a welas ar roue David o lammat hag o tañsal dirak an AOTROU. Hag e tisprizas anezhañ en he c'halon.


David a lavaras da bennoù al Levited dibab o breudeur, ar ganerien, gant o binvioù, lourennoù, telennoù ha simbalennoù, evit seniñ hag ober klevout o mouezhioù gant levenez.


David, henaourien Israel ha pennoù ar milieroù a yeas da gerc'hat arc'h emglev an AOTROU eus ti Obed-Edom, gant levenez.


Holl Israel a zegasas arc'h emglev an AOTROU gant kriadennoù a levenez, ouzh son ar shofar, an trompilhoù hag ar simbalennoù, hag ouzh tregern al lourennoù hag an telennoù.


Goleiñ a rin a vezh e enebourien, ha warnañ e lugerno e dalgen.


Ra vint laouen er gloar ar re a gar anezhañ, ra laoskint kriadennoù a levenez war o gwele!


Meulit eñ e-kreiz son an drompilh! Meulit eñ gant al lourenn hag an delenn!


D'ar mestr-kaner; salm mibien Kora.


Ar priñs a yelo e-barzh en o zouez pa'z aint e-barzh. Ha pa'z aint kuit, e yelo ivez.


Koulskoude me a vo laouen en AOTROU, me a drido e Doue eus va silvidigezh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos