Ar roue Salomon hag holl vodadenn Israel dastumet en e gichen a oa dirak an arc'h, oc'h aberzhiñ deñved hag ejened, en niver ken bras ma ne c'hellent ket o c'hontañ nag o niveriñ.
Ar roue Salomon hag holl vodadenn Israel dastumet en e gichen a oa dirak an arc'h, oc'h aberzhiñ deñved hag ejened, en niver ken bras ma ne c'hellent ket o c'hontañ nag o niveriñ.
Goude m'o devo echuet Aaron hag e vibien da c’holeiñ ar santual ha traoù ar santual, pa'z aio ar c'hamp kuit, mibien Kehad a zeuio evit o dougen. Met ne stokint ket ouzh an traoù santel gant aon na varvfent. Setu karg mibien Kehad e-keñver teltenn an engalv.
Kas a reas adarre mevelien all, en ur lavarout: Lavarit d’ar re a zo bet pedet: Setu, va lein am eus fichet, lazhet em eus va ejened ha va loened lard, pep tra a zo prest, deuit d’an eured.
hag e rojont urzhioù d'ar bobl o lavarout: Pa welot arc'h emglev an AOTROU ho Toue hag an aberzhourien, al Levited, o tougen anezhi, ez eot kuit eus ho lec'hioù hag e kerzhot war he lerc'h.