Met ur paotr a welas anezho hag a lavaras da Absalom. Hag ez ejont o-daou buan, hag e teujont da Vakurim, da di un den en doa ur puñs en e borzh, hag e tiskennjont e-barzh.
Ha setu emañ ganit Shimei mab Gera, eus Benjamin, eus Bakurim, a lavaras mallozhioù spontus a-enep din, en deiz ma'z aen da Vahanaim. Met diskenn a reas war arbenn din etrezek ar Jordan, hag e touis dezhañ dre an AOTROU, o lavarout: Ne lakain ket ac'hanout d'ar marv dre ar c'hleze.
Ismael mab Netania a zeuas eus Mizpa a-ziarbenn dezho. Kerzhout a rae en ur ouelañ, ha pa en em gavas ganto, e lavaras dezho: Deuit da gavout Gedalia mab Ahikam.