Aliañ a ran neuze ma vefe dastumet holl Israel en-dro dit, adalek Dan betek Beer-Sheba, ken niverus hag an traezh a zo war vord ar mor, ha ma'z afes-te da-unan d'an emgann.
Hag ar roue a lavaras da Joab penn an arme, a oa en e gichen: Kae, kerzh dre holl veuriadoù Israel, adalek Dan betek Beer-Sheba, gra an niveradeg eus ar bobl, evit ma ouezin niver ar bobl.
Abner a lavaras da Zavid: Sevel a rin hag ez in da zastum holl Israel e-kichen ar roue va aotrou, evit ma raint emglev ganit, hag e reni evel ma fell da'z ene. Ha David a lezas Abner da vont kuit, hag ez eas e peoc'h.
Neuze holl vibien Israel a zeuas er-maez, adalek Dan betek Beer-Sheba ha betek bro C'halaad, hag ar vodadenn en em zastumas evel un den hepken dirak an AOTROU e Mizpa.