Tri eus an tregont penn a ziskennas hag a zeuas, en amzer an eost, da gavout David, e kev Adullam, pa oa ur bagad Filistined o kampiñ e traonienn ar Refaim.
Neuze an tri den kadarn-se a yeas a-dreuz kamp ar Filistined hag a dennas dour eus ar puñs a zo e-kichen dor Betlehem, hag en degasjont d'e ginnig da Zavid. Met ne fellas ket dezhañ e evañ, hag e skuilhas anezhañ dirak an AOTROU.
Benaja mab Jehojada, mab un den kadarn eus Kabzeel, en doa graet oberoù bras. Skeiñ a reas war zaou zen eus ar re c'halloudusañ eus Moab. Diskenn a reas ivez hag e skoas war ul leon e-kreiz ur poull, un devezh erc'h.
Goude hemañ e oa Eleazar mab Dodo an Akokiad, unan eus an tri den kadarn a oa gant David pa vezhekajont ar Filistined dastumet eno evit an emgann, ha ma en em denne re Israel war an uhelennoù.
An hini en deus degemeret an had en douar mat, eo an hini a glev ar ger, en kompren hag a zoug frouezh, ur c’hreunenn a ro kant, unan all tri-ugent, unan all tregont.