Mibien Ammon, o welout e tec'he ar Siriz, a dec'has kuit int ivez dirak Abishai, hag ez ejont e kêr. Joab a bellaas diouzh mibien Ammon hag a zistroas da Jeruzalem.
David a gasas ar bobl, un drederenn dindan dorn Joab, un drederenn dindan dorn Abishai mab Zeruja ha breur Joab, hag un drederenn dindan dorn Ittai eus Gad. Hag ar roue a lavaras d'ar bobl: Me ivez a fell din mont ganeoc'h.
Amasa ne daole ket evezh ouzh ar c'hleze a oa e dorn Joab. Hemañ a roas un taol gantañ en e gof, hag e skuilhas e vouzelloù d'an douar, hep skeiñ warnañ un eil gwech. Hag e varvas. Ha Joab hag Abishai e vreur a redas war-lerc'h Sheba mab Bikri.