Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 19:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Neuze Joab a yeas da gavout ar roue en ti hag a lavaras: Goloet ec'h eus a vezh hiziv dremm da holl servijerien, ar re o deus saveteet hiziv da vuhez, ha buhez da vibien ha da verc'hed, ha buhez da wragez, ha buhez da serc'hed.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 19:5
9 Referencias Cruzadas  

David a bigne dre grec'hienn an Olived, hag en ur bignat e ouele; e benn a oa goloet, hag e kerzhe diarc'hen. An holl bobl a oa gantañ a bigne, goloet ganto o fenn, hag en ur bignat e ouelent.


Kemer a rejont Absalom, hag en taoljont er goadeg en un toull bras, hag e lakajont warnañ ur bern mein bras-meurbet. Holl Israel a dec'has, pep hini d'e deltenn.


Lavarit ivez da Amasa: Ha n'out ket va eskern ha va c'hig? Ra raio Doue din hervez an diwezhañ rustoni ma ne lakaan ket ac'hanout, da viken, penn-bras an arme e-lec'h Joab!


Ar roue en doa goloet e zremm, hag ar roue a grie a vouezh uhel: Va mab Absalom! Absalom va mab! Va mab!


Karout a rez ar re a gasa ac'hanout, hag e kasaez ar re az kar, rak diskouezet ec'h eus hiziv penaos da bennoù ha da servijerien n'int netra dit. Gouzout a ran hiziv penaos ma vije bev Absalom ha ma vijemp marv ni holl, kement-se a vije plijusoc'h ouzh da zaoulagad.


Ha me a zo dinerzh hiziv, petra bennak ma'z on bet olevet da roue. Hag an dud-se, mibien Zeruja, a zo re c'halloudek evidon. Ra roio an AOTROU d'an hini en deus graet an droug hervez e zrougiezh!


Neuze ec'h eus o lakaet etre daouarn o enebourien o deus gwasket anezho. En amzer o enkrez e klemmjont war-zu ennout, hag eus an neñvoù ec'h eus o c'hlevet, ha te, hervez da drugarez vras, ec'h eus roet dezho dieuberien o deus o saveteet diouzh daouarn o enebourien.


Sav, AOTROU! Va savete, va Doue! Rak skoet ec'h eus war o jod va holl enebourien, torret ec'h eus dent ar re zrouk.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos