Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 19:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Ar roue en doa goloet e zremm, hag ar roue a grie a vouezh uhel: Va mab Absalom! Absalom va mab! Va mab!

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 19:4
5 Referencias Cruzadas  

Neuze Joab mab Zeruja, o c'houzout e oa douget kalon ar roue etrezek Absalom,


David a bigne dre grec'hienn an Olived, hag en ur bignat e ouele; e benn a oa goloet, hag e kerzhe diarc'hen. An holl bobl a oa gantañ a bigne, goloet ganto o fenn, hag en ur bignat e ouelent.


Neuze ar roue a voe glac'haret; pignat a reas d'ar gambr uhel a-us d'an nor, hag e ouele, hag en ur gerzhout e lavare: Va mab Absalom! Va mab! Va mab Absalom! Perak n'on ket marvet va-unan ez lec'h! Va mab Absalom! Va mab!


Ar bobl a zistroas e kêr en deiz-se dre laer, evel ma vefe ar bobl mezhek da vezañ tec'het en emgann.


Neuze Joab a yeas da gavout ar roue en ti hag a lavaras: Goloet ec'h eus a vezh hiziv dremm da holl servijerien, ar re o deus saveteet hiziv da vuhez, ha buhez da vibien ha da verc'hed, ha buhez da wragez, ha buhez da serc'hed.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos