2 Samuel 19:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
14 Evel-se e plegas o c'halon da holl dud Juda, evel pa ne vijent nemet un den hepken, hag e kasjont da lavarout d'ar roue: Deus en-dro gant da holl servijerien.
Absalom a lakaas Amasa da benn an arme e-lec'h Joab. Amasa a oa mab d'un den anvet Jitra an Israelad, a oa aet da gavout Abigail merc'h Nakash, c'hoar Zeruja, mamm Joab.
Al lod bras eus ar re o doa kredet ne oant holl nemet ur galon hag un ene. Den ne lavare e oa dezhañ tamm ebet eus ar madoù en doa, met an holl draoù a oa kumun etrezo.
Neuze holl vibien Israel a zeuas er-maez, adalek Dan betek Beer-Sheba ha betek bro C'halaad, hag ar vodadenn en em zastumas evel un den hepken dirak an AOTROU e Mizpa.