Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 19:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Lavarit ivez da Amasa: Ha n'out ket va eskern ha va c'hig? Ra raio Doue din hervez an diwezhañ rustoni ma ne lakaan ket ac'hanout, da viken, penn-bras an arme e-lec'h Joab!

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 19:13
13 Referencias Cruzadas  

Laban a lavaras: A-dra-sur, te a zo va askorn ha va c'hig. Hag e chomas gantañ e-pad ur miz.


Absalom a lakaas Amasa da benn an arme e-lec'h Joab. Amasa a oa mab d'un den anvet Jitra an Israelad, a oa aet da gavout Abigail merc'h Nakash, c'hoar Zeruja, mamm Joab.


Joab a respontas d'an hini a gomze outañ: Petra! E welet ec'h eus? Perak ne'c'h eus ket e ziskaret eno d'an douar? Roet em bije dit dek pezh arc'hant hag ur gouriz.


Hag ar roue a lavaras da Amasa: Dastum din tud Juda a-benn tri devezh, ha te en em gav amañ.


Abner a zistroas eta da Hebron, ha Joab en tennas a-du, en diabarzh eus an nor, evel evit komz outañ e kuzh, hag eno e skoas warnañ en e gof, hag e varvas en abeg da wad Asael breur Joab.


Holl veuriadoù Israel a zeuas da gavout David en Hebron, hag e komzjont o lavarout: Setu, ni a zo da eskern ha da gig.


Joab mab Zeruja a oa penn an arme, Jozafad mab Akilud a oa teuliour,


Jezabel a gasas ur c'hannad etrezek Elia, da lavarout dezhañ: Ra raio an doueoù din hervez o brasañ rustoni, ma ne lakaan ket da ene warc'hoazh d'an eur-mañ evel ene unan anezho.


Neuze ar Spered a wiskas Amasai penn an tregont, a lavaras: Ni a zo dit, David, ha ganit, mab Jese! Peoc'h, Peoc'h dit! Ha peoc'h d'ar re a skoazell ac'hanout, rak Doue en deus da skoazellet! David a zegemeras anezho, hag o lakaas e-touez ofiserien e strolladoù.


e-lec'h ma varvi e varvin, hag e vin beziet eno. Ra raio an AOTROU din hervez ar strizhder brasañ, mar deu tra all nemet ar marv da'm lemel diganit!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos