Joab a lavaras dezhañ: Ne vi ket hiziv douger a geloù mat, kas a ri ar c'heloù un devezh all, rak hiziv ne gasi ket ur c'heloù mat, pa'z eo marvet mab ar roue.
Akimaaz mab Zadok a lavaras c'hoazh da Joab: Petra bennak ma errufe, va lez da redek war-lerc'h Kushi. Joab a lavaras dezhañ: Perak e fell dit redek, va mab, pa'z eo gwir ne'c'h eus ket keloù mat da gas?
Neuze Kushi a erruas hag a lavaras: Ra en devo ar roue va aotrou ar c'heloù mat-mañ: An AOTROU en deus roet da wir dit hiziv diouzh dorn an holl re a zo en em savet ez enep.