Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 18:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 Joab a lavaras dezhañ: Ne vi ket hiziv douger a geloù mat, kas a ri ar c'heloù un devezh all, rak hiziv ne gasi ket ur c'heloù mat, pa'z eo marvet mab ar roue.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 18:20
8 Referencias Cruzadas  

Akimaaz mab Zadok a lavaras: Va lez da redek da gas ar c'heloù mat-se d'ar roue: en deus roet an AOTROU e wir dezhañ diouzh dorn e enebourien.


Ha Joab a lavaras da Gushi: Kae ha lavar d'ar roue ar pezh ac'h eus gwelet. Kushi a stouas dirak Joab, hag e redas.


Ar gedour a lavaras: Seblantout a ra din, o welout an hini kentañ o redek, e red evel Akimaaz mab Zadok. Ar roue a lavaras: Un den mat eo, dont a ra gant keloù mat.


Met ar roue a lavaras: An den yaouank Absalom, ha yac'h eo? Akimaaz a respontas: Gwelet em eus ur c'hemmesk bras p'en deus Joab kaset servijer ar roue ha me da servijer; n'ouzon ket petra 'oa.


Neuze ar roue a voe glac'haret; pignat a reas d'ar gambr uhel a-us d'an nor, hag e ouele, hag en ur gerzhout e lavare: Va mab Absalom! Va mab! Va mab Absalom! Perak n'on ket marvet va-unan ez lec'h! Va mab Absalom! Va mab!


Hag ar roue a roas urzhioù da Joab, da Abishai ha da Ittai o lavarout: Espernit din an den yaouank Absalom. An holl bobl a glevas ar pezh en doa gourc'hemennet ar roue d'an holl bennoù diwar-benn Absalom.


Hag e voe lavaret da Joab: Setu ar roue a ouel hag a ra kañv war Absalom.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos