Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 16:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 An AOTROU a laka da adkouezhañ warnout holl wad ti Saül, ma renez en e lec'h. An AOTROU en deus lakaet ar rouantelezh etre daouarn da vab Absalom, ha setu ez out er gwalleur, dre ma'z out bet un den a wad.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 16:8
18 Referencias Cruzadas  

David a lavaras dezhañ: Ra vo da wad war da benn, rak da c'henoù en deus testeniet a-enep dit o lavarout: Lakaet em eus d'ar marv olevad an AOTROU.


Lavarout a reas d'ar roue: Ra chomo va aotrou hep tamall va direizhder din, hag hep kaout soñj eus ar pezh en deus graet da servijer gant drougiezh, en deiz ma'z ae kuit ar roue va aotrou eus Jeruzalem, ra chomo ar roue hep kemer-se en e galon.


Abishai mab Zeruja a respontas o lavarout: Hag evit-se ne vo ket lakaet d'ar marv Shimei, p'en deus milliget olevad an AOTROU?


Bez' e voe en amzer David un naonegezh a badas tri bloaz lerc'h-ha-lerc'h. David a glaskas dremm an AOTROU, hag an AOTROU a respontas: En abeg da Saül ha d'e di gwadsec'hedik eo, dre m'en deus lakaet d'ar marv tud Gabaon.


Hag e roas anezho etre daouarn ar C'habaoniz, hag e voent krouget ganto war ar menez dirak an AOTROU. Ar seizh-se a voe lazhet a-gevret; lakaet e voent d'ar marv en deizioù kentañ an eost, e penn-kentañ eost an heiz.


Ha setu emañ ganit Shimei mab Gera, eus Benjamin, eus Bakurim, a lavaras mallozhioù spontus a-enep din, en deiz ma'z aen da Vahanaim. Met diskenn a reas war arbenn din etrezek ar Jordan, hag e touis dezhañ dre an AOTROU, o lavarout: Ne lakain ket ac'hanout d'ar marv dre ar c'hleze.


AOTROU, pegen niverus eo va enebourien! Pegement a dud en em sav em enep!


Pa grian, respont din, o Doue eus va reizhder! Pa oan en enk, ec'h eus va lakaet er frankiz. Az pez truez ouzhin, selaou va fedenn!


Va selaou ha respont din. Meskañ a ran em c'hlemm, hag e hirvoudan


AOTROU va Doue, ma em eus graet-se, ma ez eus direizhder em daouarn,


Evel ma tec'h ul labous hag evel ma nij ar wennili, evel-se ar vallozh dizellid ne zeuio ket.


Rak skuilhet o deus gwad ar sent hag ar brofeded, hag ec’h roet eus dezho gwad da evañ. Henn meritout a reont.


evit ma tistroio ar feulster e-keñver dek ha tri-ugent mab Jerubbaal hag o gwad war Abimelek o breur, en doa o lazhet, ha war bennoù Sichem o doa e sikouret da lazhañ e vreudeur.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos