Perak eta ec'h eus disprizet komz an AOTROU, en ur ober ar pezh a zisplij dezhañ? Skoet ec'h eus gant ar c'hleze Uri an Hitit, kemeret ec'h eus e wreg evit ober anezhi da wreg, e lazhet ec'h eus dre gleze mibien Ammon.
hag e stlape mein a-enep David, a-enep holl servijerien ar roue David, a-enep an holl bobl, hag a-enep an holl dud kreñv a oa a-zehoù hag a-gleiz d'ar roue.
Neuze en em gavas eno un den drouk anvet Sheba mab Bikri, ur Benjaminad, a sonas er shofar hag a lavaras: Ni n'hon eus lod ebet gant David, nag a hêrezh gant mab Jese. Israel, pep hini d'e deltennoù!
Lakait da zerc'hel dirazañ daou vab Belial, evit testeniañ a-enep dezhañ o lavarout: Mallozhet ec'h eus Doue hag ar roue! Goude e kasot anezhañ er-maez, ha ra vo meinataet ha ra varvo.
Daou vab Belial a zeuas hag en em zalc'has dirazañ. Ar vibien Belial-se a destenias a-enep Nabod dirak ar bobl o lavarout: Nabod en deus mallozhet Doue hag ar roue. Goude e kasjont anezhañ er-maez eus kêr, hag e voe meinataet hag e varvas.
Tud fall, mibien an droug, a zo deuet er-maez ac'hanout hag o deus douget d'an droug annezidi ar gêr-se o lavarout: Deomp ha servijomp doueoù all na'c'h eus ket anavezet,
Bremañ gra da vennozh, hag anavez ar pezh ac'h eus d'ober, rak divizet eo an distruj a-enep hor mestr hag a-enep e holl di. Met ken drouk eo, ken na greder den komz outañ.