Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da lakaat da zont er-maez eus da di da-unan ar gwalleur a-enep dit. Me a gemero da wragez dirak da zaoulagad, hag o roin da unan eus da gerent a gousko gant da wragez dirak an heol.
Pa en em gavas David en e di e Jeruzalem, e kemeras an dek serc'h en doa lezet evit diwall e di, hag o lakaas en ul lec'h evezhiet. Pourvezañ a reas d'o ezhommoù eno, met n'eas ket d'o c'havout. Evel-se e voent serret betek deiz o marv, o vevañ evel intañvezed.
N’en em blegit ket d’ar c’hantved-mañ, met bezit cheñchet dre nevezidigezh ho klevidigezh, evit ma’c’h anavezot ez eo bolontez Doue mat, plijus ha peurvat.