David a lavaras d'e holl servijerien a oa gantañ e Jeruzalem: Savit ha tec'homp, rak ne c'hellfemp ket bezañ saveteet dirak Absalom. Hastit mont kuit, gant aon na hastfe-eñ, na tapfe ac'hanomp, na taolfe ar gwalleur warnomp, ha na skofe war gêr gant troc'h ar c'hleze.
Ziba a lavaras d'ar roue: Da servijer a raio kement en deus gourc'hemennet ar roue va aotrou d'e servijer. Ha Mefiboshed, eme ar roue, a zebro ouzh va zaol evel unan eus mibien ar roue.