Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 13:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

29 Servijerien Absalom a reas da Amnon evel m'en doa gourc'hemennet Absalom. Neuze holl vibien ar roue a savas hag a bignas pep hini war e vulez, hag e tec'hjont.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 13:29
13 Referencias Cruzadas  

Setu amañ mibien Zibeon: Aya hag Ana. Ana eo an hini a gavas ar mammennoù tomm er gouelec'h e-pad ma vesae ezen Zibeon e dad.


Ha bremañ ar c'hleze ne bellaio biken diouzh da di, dre ma ec'h eus disprizet ac'hanon, ha ma ec'h eus kemeret gwreg Uri an Hitit evit ma vefe da wreg.


Hag evel ma oant war an hent, e teuas betek David ar c'heloù m'en doa Absalom lazhet holl vibien ar roue, ha na oa manet hini anezho.


Da servijerez he doa daou vab a zo en em gannet er parkeier, ha ne oa den evit o herzel. Unan en deus skoet war egile hag en deus e lazhet.


Hag Absalom en em gavas dirak servijerien David. Absalom a yae war ur mul, hag ar mul o vezañ aet dindan skourroù gweet un dervenn vras, e benn a voe kroget e skourroù an dervenn; chom a reas etre an neñv hag an douar, hag ar mul a oa dindanañ a yeas kuit.


Ar roue a lavaras dezho: Kemerit ganeoc'h servijerien hoc'h aotrou, lakait Salomon va mab war va mulez, ha diskennit anezhañ da C'hihon.


Neuze an aberzhour Zadok a ziskennas gant ar profed Natan, Benaja mab Jehojada, ar Geretiz hag ar Beletiz, hag e rejont da Salomon pignat war vulez ar roue David, hag e kasjont anezhañ da C'hihon.


Ar priñs a selaou ar gaou, hag e holl servijerien a zo drouk.


Mirout a reot va reolennoù. Ne goubli ket loened eus daou spesad disheñvel. Ne hadi ket da bark gant daou spesad disheñvel. Ne lakai ket warnout un dilhad gwiadet gant daou spesad neud disheñvel.


Diwar-benn an droug, daouarn o deus evit e ober. Ar priñs a c'houlenn manegoù, ar barner e c'hopr, an hini bras a ziskouez c'hoantegezh e ene, hag e reont evel-se a-unvan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos