2 Samuel 13:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned28 Hag Absalom a roas un urzh d'e servijerien o lavarout: Lakait evezh pa vo seder kalon Amnon gant ar gwin, ha pa lavarin deoc'h, skoit war Amnon, lazhit-eñ. N'ho pet ket aon, ha n'eo ket me en gourc'hemenn deoc'h? Bezit kreñv ha kalonek. Ver Capítulo |
An den a savas evit mont kuit, eñ gant e serc'h hag e servijer. E dad-kaer, tad ar plac'h yaouank, a lavaras dezhañ: Setu bremañ e tiskenn an deiz, an noz a dosta, tremenit amañ an noz; echu e vo an devezh, chom amañ, ma vo laouen da galon; warc'hoazh e savot abred da vont kuit, hag ez i da'z teltenn.