Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 12:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Henaourien e di a savas hag a zeuas d'e gavout, evit ober dezhañ sevel diwar an douar. Met ne fellas ket dezhañ, ha ne zebras ket ganto.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 12:17
7 Referencias Cruzadas  

Abraham a lavaras d'e servijer, an hini koshañ en e di, an hini a oa mestr war kement a oa dezhañ: Laka, me az ped, da zorn dindan va morzhed,


E holl vibien hag e holl verc'hed a zeuas d'e frealziñ, met ne felle ket dezhañ bezañ frealzet. Lavarout a reas: Diskenn a rin e kañv etrezek va mab e lec'h ar marv! Hag e dad a ouele dezhañ.


Ha d'ar seizhvet deiz e varvas ar bugel, ha servijerien David o doa aon da reiñ da c'houzout dezhañ e oa marvet ar bugel, rak lavarout a raent: Setu, pa oa ar bugel bev, hon eus komzet outañ ha n'en deus ket selaouet ouzh hor mouezh. Penaos eta e lavarimp dezhañ ez eo marvet ar bugel? Ober a raio gwashoc'h c'hoazh.


Hag an holl bobl a zeuas evit ober da Zavid kemer un tamm boued, e-pad ma oa c'hoazh deiz; met David a douas o lavarout: Ra raio Doue din hervez an diwezhañ rustoni mar debran bara pe un dra bennak all a-raok ma vo kuzhet an heol.


Rak va deizioù a ya evel ar moged, ha va eskern a zo devet evel un oaled.


Ar roue a yeas d'e balez, hag e tremenas an noz o yunañ. Ne voe abeg a joausted ebet en e gichen, ha ne c'hellas ket kousket.


Ha ne fellas ket dezhañ, hag e lavaras: Ne zebrin ket. Met e servijerien, hag ar vaouez ivez, a zalc'has warnañ, hag e sentas outo. Sevel a reas eus an douar hag ec'h azezas war ar gwele.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos