Hag e lavaras: Pa oa c'hoazh bev ar bugel, yunet ha gouelet em eus, rak lavarout a raen: Piv a oar ha n'en devo ket an AOTROU truez ouzhin, ha ne vevo ket ar bugel?
Kerkent ha ma klevas Akab ar c'homzoù-se, e rogas e zilhad, e lakaas ur sac'h war e gorf, e yunas, e c'hourvezas paket en ur sac'h, hag e kerzhas goustadik.
Kae, dastum an holl Yuzevien a zo e Suza, yunit evidon, na zebrit ha na evit netra e-pad tri deiz, ken en noz evel en deiz, me ha va mitizhien a yuno ivez, ha goude ez in da gavout ar roue evel-se, petra bennak ma'z eo enep al lezenn, ha ma c'hoarvez e varvin, me a varvo!
Jozue a rogas e zilhad hag a gouezhas war e zremm d'an douar dirak arc'h an AOTROU betek an abardaez, eñ hag henaourien Israel, hag e taoljont poultr war o fenn.